
Ur bleiz hag ur vleizez a zo e Penn-ar-Bed !
Deñved a zo bet taget e Dineol, Landrevarzeg ha Kenven e Bro-Gerne e miz du ha kerzu 2022 ha miz c’hwevrer 2023. Diskred o doa desaverien chatal ar vro war bleizi. Savadennoù a zo bet graet gant ar C’hoordination Rurale, ar sindikad paizant, ha kaset d’un arnodva alaman, ar ForGen. D’an 21 a viz ebrel eo bet embannet an disoc’hoù