Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ur bleiz hag ur vleizez a zo e Penn-ar-Bed !

Deñved a zo bet taget e Dineol, Landrevarzeg ha Kenven e Bro-Gerne e miz du ha kerzu 2022 ha miz c’hwevrer 2023. Diskred o doa desaverien chatal ar vro war bleizi. Savadennoù a zo bet graet gant ar C’hoordination Rurale, ar sindikad paizant, ha kaset d’un arnodva alaman, ar ForGen.

D’an 21 a viz ebrel eo bet embannet an disoc’hoù gant ar C’hoordination : Bleizi e oa ! E Kenven e vefe ur vamm-vleiz, italian a-orin. Hag e Dineol e vefe un tad-bleiz, skandinav a-orin. Ar pezh a dalv ez eus meur a vleiz e Breizh ha n’eo ket unan nemetken evel a lavare ar stad gall hag Ofis gall liesseurted ar vuhez (OFB) betek-henn.

Drol eo gwelet ur vamm-bleiz aze. Normalamant eo ar bleizi az a kuit eus ur bagad bennak evit sevel o bagad dezho. Ar pezh zo sur : Maz eus un tad hag ur vamm e Penn ar Bed e talv ez eus reoù bihan war o lerc’h. Da vihanañ ! Rak bleizi all a c’hell bezañ er bagad.

Da c’hortoz gouzout pelloc’h e reklem ar saverien chatal diarbennoù gant ar stad evit ma vefe gwarezet o loened.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ur bleiz hag ur vleizez a zo e Penn-ar-Bed !”

  1. GENTIT dit :

    Bonjour,

    Pouvez vous traduire en Français.

    Merci beaucoup.

    Bien cordialement.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky