Douarnenez : ur Gwadeloupean kondaonet evit pellgomzadennoù drouk d’e vestrez

Ur sapre hini eo ! Bet paotr ar c’hokaïn hag ar c’hanab, ar Gwadeloupean a zo dindan vedisined hiviziken. Mont a ra da di bikol da “remediañ e adiktadurioù”. Ne vir ket outañ da genderc’hel da lakaat ‘barzh gwezhave. Setu ar pezh a c’hoarvezhas d’an 13 a viz ebrel war a seblant. Ur mignon dezhañ a zo marv teir sizhun zo, kavet en doa un digarez da darzhañ… meur a hini !

Ur plac’h hag a zo bet e vestrez az eas da sevel klemm e komiserdi Douarnenez. Resevet he doa kemenadennoù messenger ha pellgomzadennoù drouk a-berzh he zruchon : « Fais ce que t’as à faire, t’as scellé ton sort » a oa skrivet e-barzh unan anezho. Arabat mesklañ ar boeson hag ar pellgomzer !

Serret gant ar boliserien kerkent setu eñ kaset dirak lez-varn Kemper d’an 21 a viz ebrel, moan e lost gantañ. Hag e vreutaer da glask digarezioù d’e bratik : hervezañ e “klev mouezhioù” hag eo “trelatet”. Waw !

Petra an diaoul he deus kavet ar vaouez d’un istrogell a seurt-se ?

N’eo ket bet kondaonet ar Gwadeloupean evit ar c’hemenadennoù a-benn ar fin met pevar mizvezh toull-bac’h a zo bet roet dezhañ evit ar pellgomzadennoù. Un dro-vrec’h elektronek a vo gantañ.

Crédit photo : de

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

 

 

 

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS