Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ar Groazig (44) : merer ar pizzeria, diskred warnañ bezañ un trafikour dramm, a chom en toull-bac’h

Sebezet e oa bet kêr Ar Groazig pa voe disklozet an afer d’ar 14 a viz du : un trafik dramm a oa e tavarnioù ha pretioù zo eus ar gumun ! Hervez ar justis e vefe ur pizzeria eus ar porzh kreizig-kreiz an trafik.

Selaouet e oa pellgomzerioù laboused zo gant divskouarn bras an archerdi ha divizoù zo, diwar-benn “boutailhoù eoul”, etre tud anavezet gant ar polis evit aferioù dramm a oa sklaer evel an arc’hant. Pa oa degouezhet an archerien e tiez ar re diskred warno e voe kavet dramm (kokain, kanab), pakadoù arc’hant, … stalad trafikerien e berr komzoù !

Anavezet mat eo merer ar pizzeria, hag eñ arruet e Bro-Frañs e 1996 (eus Italia), rak kondaonet eo bet 8 gwech dija, ur wech evit trafikañ dramm. Bremañ emañ er bidouf ha touiñ a ra bezañ ur “c’hoñsomatour” traken evit “chom en e sav”.

Da c’hortoz kavout sklêrijenn ar furnez hag an tañperañs e-giz veze lavaret gwechall e chomo en toull-bac’h da brederiañ war e damm buhez. Setu ar pezh a zo bet divizet gant lez-varn galv Roazhon d’ar 24 a viz du.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Laeroñsioù, feulster, dramm, degemeret mat e Bro-Raez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pirieg (44) : ur familh banted gant trafikoù dramm dre fazi, Ebym Bwala kondaonet evit an eil gwech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Benion (56) : trafikerezh drammoù torret get an archerion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar Groazig (44) : laeroñsioù, tiez ha biggi skwatet, un Aljerian dindan OQTF kondaonet

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Dinan : ur vandenn a drafikerien dramm kondaonet

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm ‘ba Gwened : 10 blead prizon aveit “Paeron Kerkadoù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : krogad etre poliserien ha trafikerien dramm er Bouletterie

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-MALO

Un Albanad tamallet da vezañ e penn an trafikañ dramm e Bro Sant-Malou

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Local

An Alre (56) : Kanab hag ur garabinenn tapet get an archerion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-MALO

Gouel No Logo e Sant-Maloù : an trafikourien dramm a oa eus Paris !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky