Breaking Bad e Bro Gwenrann

Publicité

Muioc’h-mui e vez gwelet aferioù a seurt-se e Breizh : Tud e dle trafikerien bennak a zo skrapet ha kaset e koufr un oto evit ma vefe « graet war e zro » en ul lech digenvez.

E Gwenrann setu ar pezh a c’hoarvezas e miz c’hwevrer. Un den eus ar gêr a voe skrapet gant pevar den yaouank (etre 18 ha 26 vloaz). Hemañ a dlee arc’hant dezho abalamour d’an dramm evel just.

Da gentañ eo bet skoet gant e zealer ha, neuze, laeret daou fuzuilh digantañ. Met ne oa ket echu an afer rak, pevar devezh warlerc’h, e teuas en-dro an trafiker dramm gant tri c’homper dezhañ ha skrapet an den, lakaet e-barzh un twingo ha kaset betek ur c’hoad digenvez eus Mesker. Ahont e voe skoet, gourdrouzet ha diwisket. Mod Breaking Bad pe Sons of Anarchy. Lavaret o deus an trafikerien o defe lakaet tan e ti tud an den skrapet ma ne beurbaie ket e dle.

A-benn ar fin eo bet serret ar skipailh. Tud anavezet mat gant ar polis evit darn anezhe. D’ar c’hentañ e viz ebrel e oant bet prezantet da varner Sant-Nazer. Emaint en toull-bac’h (war-bouez unan) da c’hortoz bezañ barnet.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Breaking Bad e Bro Gwenrann”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Petra lavarout? Evel bewech nemet un diskoulm…er fin hent ar justisoù gant ar c’houglerc’h!

  2. Ludovic dit :

    aferioù dramm adarre

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Guérande, Histoire, Local, Patrimoine

Hag e vo ur mirdi istor e Gwenrann ?

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : an « nac’h sujañ » a dro fall

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Panelloù e brezhoneg ‘ba Karailh (Bro Gwenrann)

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.