Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Publicité

C’hwech den a zo bet kondaonet gant lez-varn Naoned evit bezañ trafiket dramm e Machikoul etre miz genver 2025 ha miz genver 2026. En ul lojamant sokial e oa penn bras an trafik o chom. Hag eus e lojamant e veze merret an trafik. Noz-deiz e oa kirri-tan o treiñ hag o tistreiñ dre zirak al lojamant. Ha ken splann e oa deuet da vezañ ma oa bet galvet an archerien gant annezidi all ar rezidañs.

Dre Snapchat e veze urzhiadet an dozenn gant ar pennoù dramm ha roet a dorn-da-zorn dirak ar savadur. Evel ma vefe un « drive » !

E penn an trafik : ul labourer etretant a 23 bloaz. Dispign a rae e argant er stalioù eus Bro-raez, er fast-foodoù pe e kazino Pornizh. E bourchaser a oa ur paotr en e 23 bloaz hag a oa o chom en ur garavanenn e Machikoul. Gantañ e veze fardet ar sac’hadigoù a ganab pe kokain hag a veze adwerzhet gant paotr al lojamant sokial.

Gant paotr e garavanenn ez eus bet kavet ur garabinenn 22 LR hag un didrouzer. Ha ne oa ket evit mont da jiboes, anat !

Gant pevar lampon all o deus « breinet » Machikoul e-pad bloaz en deus lavaret prezidant al lez-varn d’al lun 16 a viz meurzh.

Kondaonet int bet da amantañ en toull-bac’h. Eus tri bloavezh hanter rik da 18 mizvezh gant goursez.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Ur Gwenn-ha-du nevez gwintaet e Bro-Raez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.