D’an 20 a viz gwengolo e c’hoarvezas an afer : nac’hañ a reas ar vaouez e chomfe he mab gant e dad, m’eo dispartiet dioutañ, goude ar pleustradeg foot. War ur parkva eus Gwerzhav, e-kichen Naoned, e oant en em gavet o daou hag he doa klasket kemer alc’hwezhioù he eks war an daolenn vourzh. Evel just e krogas ar skandaladenn hag an daou oc’h en em huchal an eil war egile, oc’h en em skeiñ an eil gant egile, betek e tapfe ar paotr ur flac’hadenn. Re zo re ! Sevel a reas klemm ! Ha lakaet e oa bet ar vaouez dindan evezh barnerezhel.
Hogen, kondaonet eo bet div wech an tad evit bezañ skoet ouzh e eks (hag hi he doa savet klemm un dek gwech bennak). Ar wech-mañ eo eñ en doa savet klemm met diaes eo evit ar justis hag ar servijoù sokial krediñ dezhañ.
Hervezi e ra ar pezh en deus c’hoant hep goulenn ganti. Met hi n’eo ket direbech. Da skouer e torras hec’h evezh barnerezhel ur wech o vont gant he bugale da Varoko evit ar vakañsoù. Ha bremañ eo ar mignon nevez hag a c’hourdrouz an hini kozh. Fellout a ra dezhi dilojañ ha mont da vevañ tro Paris met penaos ober gant ar vugale. Hag unan anezho, ar paotrig, a zo ampechet (TDAH).
Lesket eo bet da vont gant al lez-varn a-benn ar fin. Met n’eo ket echu gant o salmantennoù…
Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine