Gwerzhav (44) : ur vaouez oc’h ober he strinkadenn, daou laer maghrebian en he saloñs

Miz Gwengolo 2022 : E Gwerzhav, e Bro Naoned, he deus bet aon bras ur vaouez eus straed ar Primeurs : e kreiz ar mintinvezh e oa oc’h ober he strinkadenn. Klevet a reas trouz en he saloñs : daou laer, daou vaghrebian a oa o « weladenniñ » he ranndi. Laeret ganto he sac’h, he fellgomzer hag un tamm gwenneion. Er memes straed o doa gweladennet tiez ha ranndioù all araozañ.

A-benn ar fin e voe serret an daou laer yaouank en tram gant ar archerien. Met start e oa bet da dapout krog enne. Kunujennet e oa bet ar soudarded ha graet e oa bet « gouennelourien » anezho evel just gant ar laeron. Rak e Bro-C’hall eo « gouennelour » ar polis, evel en USA, an holl a oar se.

Met piv oa an daou laer ? Daou vaghrebian dibaper, degouezhet e Bro-Frañs div sizhun a-raok. « Dindan oad » gouezh dezho, ar pezh ne gredas ket al lez-varn. A-benn ar fin eo bet kondaonet an daou laer da zaou ha tri mizvezh toull-bac’h nemetken gant lez-varn Naoned. E-touesk ar c’hastizoù izelañ eus ar C’hod Kastizel !

Ar vaouez eus Gwerzhav, hi, a chom gant he aon…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS