Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Dimez gwenn e Maroko : ur plac’h eus Sant-Juluan-Kankell (44) touellet

Gouzout a reont sunañ c’hwezenn ha gwad ar re n’int ket en o spered vat !

Pevar bloaz zo, ur plac’h yaouank a 18 vloaz a oa o labourat en un davarn eus Sant-Juluan-Kankell e su Naoned. Diaes e oa he jeu d’ar mare-se. Berr an arc’hant, torret al liammoù gant he familh ha yaouank he spered. Ur pratik a doullas kaoz ganti. Paotr eus Maroko e oa hennezh. Hag eñ a ginnig d’ar plac’h yaouank “gounit muioc’h a arc’hant o labourat evit ur mignon dezhañ”. Setu ur c’hinnig toull evel just met asañtiñ a reas mont da gomz gant ar “mignon” memestra.

Kondaonet e oa bet c’hwec’h gwech ar “mignon” dija met ne ouie ket se ar plac’h en he 18 vloaz d’ar mare-se.

Ha setu ar pezh a ginnigas dezhi ar “mignon” : pe mont da Varoko da zimeziñ gant ur c’henderv dezhañ ha, dre-se, lakaat anezhañ da gaout paperachoù evit dont da Vro-C’hall pe labourat evel “escort girl” evitañ. A-benn ar fin ez eas ar plac’h yaouank da Varoko met ne’z eas ket betek penn an traoù. Aon he deus bet ha distroet da vreizh. Ya met chomet e oa doser an dimez en tu-all d’ar mor. E 2017 ez eas en-dro da Varoko da adtapout anezhañ. Etretant, avat, e taremprede atav ar Marokiz e bro Naoned. Lavarout a reas dezho zoken e oa e soñj “mont da vuzulmanez”. An daou louarn a ginnigas dezhi ober war-dro ar c’hemm-kredenn. Ha setu deiziataet ur fest ganto e Maroko. “Fest ar c’hemm-kredenn” hervezo. Deiz ar gouel, avat, e teue an holl da c’hourc’hemenniñ ar plac’h yaouank. Kavet he doa se drol….A-benn ar fin e komprenas e oa… he dimez ! Deiz he eured e oa ha ne ouie ket dioutañ zoken !

Klask a reas tec’hout kuit met dindan gwask ar “mignon” hag ar “gwaz nevez” e asantas mont betek penn an traoù. Ar memes deiz setu hi dimezet ha troet d’an islam war un dro !

Ur mignon he doa e Breizh avat ha hennezh eo a gendrec’has anezhi da sevel klemm e Naoned pa tistroas er gêr. ‘Pezh a reas.

D’an 20 a viz genver e oa deiz ar prosez e lez-varn Naoned. Kondaonet eo bet “mignon an davarn” da c’hwec’h miz toull-bac’h met n’emañ ket mui e Bro-Frañs. Distroet eo da Varoko. Ar paourkaezh plac’h, hi, a zo bet laosket da vont…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky