Katalonia : an « Emglev broadel evit ar yezh » sinet d’an 13 a viz mae met…

Araok an Emglev, an dizemglev ! E Katalonia ar su n’eo ket a-unan hag a-unvouezh ar strolladoù broadelour diwar-benn an « Emglev broadel evit ar yezh » hag a vo sinet memestra d’an 13 a viz mae. Abaoe bloavezhioù e vez reklemet seurt emglev gante hogen lod o deus kavet e oa re a sioù e-barzh an hini lakaet war an daol gant ar prezidant Salvador Illa (PSC).

Òmnium Cultural ha Plataforma per la Llenga, ar c’hevredigezhioù ganet diwar ar gevredigezh sivil a sino, ‘pezh ne raio ket gaochisted ar C’hUP pe Junts, strollad Puigdemont. Lezenn ar 25% amañ emañ an dalc’h. Emañ gouarnamant Madrid o klask rediañ an holl skolioù da gas 25% eus ar c’hentelioù e kastilhaneg, ar pezh a dalv ne vo ket mui a skolioù e katalaneg dre soubidigezh. Emañ an afer dirak lez-varn bonreizhel ar stad spagnol hag an holl strolladoù broadeloù a c’hortoz diviz al lez-varn-mañ. Met fellout a ra d’ar C’hUP ha da Junts e vefe skrivet un dra bennak diwar-benn al lezenn-mañ en Emglev Broadel, pezh n’eo ket bet graet gant gouarnamant PSC ar Generalitat.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Immigration, International

Katalonia : ur skwat « arestet en glas » e Ripoll

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Katalonia : implij ar c’hatalaneg war zigresk met… hini ar spagnoleg ivez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Bro-Gatalonia : broadelourien a-enep an islam

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Norzh-Katalonia : kuzul-kêr Elna dirak ar justis evit bezañ implijet ar c’hatalaneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Technologies

Linkedin e katalaneg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Saveteiñ al levraoueg katalanek eus L’Alguer

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : ar C’hCUP a souten Poutine !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

Perpignan/Perpinyà : an holl banelloù kêr katalanizet e-pad an noz !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : an hanter eus ar droukziforchioù yezhel a-gaoz d’ar polis

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Katalonia : annezidi Vendrell rediet d’ober gant ar spagnoleg gant kompagnunezh an dour

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky