Bro-Spagn : reuz diwar-benn ar yezhoù a vo komzet da « Guzuliadeg ar Brezidanted »

Publicité

E Bro-Spagn e vo aozet ar sadorn-mañ un emgav a-bouez etre ar gouarnamantoù proviñsel hag ar gouarnamant kreiz : Kuzuliadeg ar Brezidanted an hini eo. E 2004 e voe krouet gant José-Luis Zapatero hag, abaoe, ez eus bet 27 anezho ! (e 2020 e oa bet 13 war un dro hag a badjont eus kreiz miz meurzh betek kreiz miz even kar ar c’hentañ Kuzuliadeg e oa abaoe an enkadenn e Katalonia.

Ar bloaz-mañ e vo dalc’het ar Guzuliadeg e Barcelona. An dro-mañ en deus embannet Salvador Illa, prezidant PSC Bro-gKatalonia, e komzo e katalaneg. Memestra evit ar prezidant euskarad Imanol Pradales (EAJ-PNV) hag a gomzo en euskareg. Arabat disoñjal emañ Katalonia, Euskadi ha Galiza o reklem e vefe anavezet katalaneg, euskareg ha galizeg evel yezhoù ofisiel en Europa. Ha diskred zo war Madrid e vefe itriket gantañ dre guzh evit ma ne’z afe ket ar reklem-se da benn e Bruxelles ha Strasbourg.

Hogen, abaoe m’eo bet embannet tout-se gant an daou prezidant emañ Isabel Díaz Ayuso, seut Valérie Précresse eus Bro-Spagn, prezidantez PP kumuniezh Madrid e fulor : embannet he deus sklaer ez aio kuit eus ar Guzuliadeg ma ne vez ket komzet spagnoleg gant an daou brezidant rebel. Ha padal e vo lakaet ur sistem treiñ war ar prim evit ar re ne ouzont ket an div yezh-se (hag int kenofisiel en div broviñs). Met ur jakobinourez eo Ayuso ha ne fell ket dezhi bezañ tapet en ur seurt taol brudañ evit an dizalc’hiezh katalan (ha pa n’eo ket dizalc’hour tamm ebet Salvador Illa).

E-pad ar Guzuliadeg e vo komzet eus treuzkas ar barregezhioù war an enbroerezh da Vro-gKatalonia mui ar barregezhioù evit kontroliñ an harzoù. Betek-henn e oa an div varregezh-mañ e dalc’h ar stad.

Crédit photo : Por PP Comunidad de Madrid – https://www.flickr.com/photos/ppmadrid/32822902447/, CC BY 2.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=93227772
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

voile_islamique_laicite

Sociétal, Tribune libre

Le voile islamique, symbole de l’hypocrisie politique française

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

« Pireneoù-ar-Reter » a chomo… « Pireneoù-ar-Reter » !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bada : Ur gazetenn en-linenn evit ar re yaouank en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

E Navar, ar skol he zeir yezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Religion, Société

Ur pap ha ne fell(e) ket dezhañ komz katalaneg er Sagrada Familia

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International

« Speak Catalan » : ur gevredigezh hag a vod katalanegerien ha nann-katalanegerien evit deskiñ ar yezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, International, Technologies

Xiuxiuejar, ar rouedad sokial e katalaneg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Bro-Euskadi : setu hentad ar 24vet Korrika !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-gKatalonia : 258 kuzul-kêr evit ar c’hatalaneg ofisiel en Europa hag ur vro adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Emsaverien ar c’hatalaneg a c’houlenn un aotregezh kelenner ar skolioù divyezhek

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.