Linkedin e katalaneg ?

Ha troet e vo ar rouedad sokial Linkedin e katalaneg ? Hervez an ONG  katalan Plataforma per la Llengua, ur milion a gatalanegerien a vefe kontant da gaout o c’hont Linkedin ma vefe troet ar rouedad en o yezh. Da heul ur studiadenn bet graet gant an ONG hag an embregerezh GESOP 35% eus ar gatalaned ha n’o deus ket ur c’hont Linkedin a vefe prest da gaout unan, met e katalaneg. Ar re yaouankañ (52,2% anezho), etre 16 vloaz ha 29 vloaz, da gentañ a vefe kontant d’ober gant Linkedin e o yezh.

Hervez ur studiadenn, ar gatalanegerien a ra gant Instagram a gav gwelloc’h hen ober e saozneg evit hen ober e kastilhaneg. Evit poent n’eus ket Instagram e katalaneg.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !