Goude an heuliadenn a girri-tan devet e kreiz kêr Felger (Foujer e gallaoueg) abaoe daou vloaz setu an tan lakaet en un ti ! D’an noz etre an 30 hag an 31 a viz mae e voe galvet ar bomperien p’en doa kroget an tan en un ti eus straed Saint-Lô, tro 3e vintin. Ha n’eo ket abalamour d’an tredan e oa partiet an tan, abalamour da boubelennoù lakaet ouzh moger an ti ne lavaran ket. Rak div boubelenn, tan enne, a zo bet lakaet a-ratozh e-giz se ! Ar poubelennoù a oa e penn ar straed, prest da vezañ diskarget gant ar c’hamion, an deiz-se. Degaset int bet gant torfederien ha lakaet tan enne. Perak ?

En ti e oa pemp den o kousket memestra. A-drugarez d’an amezegez he doa klevet c’hwezh an tan e oant bet savetaet.

Met ne oa ket achu evit an noz ! Lakaet zo bet tan er greizenn kozh Alain-Fournier a zo un tamm pelloc’h ha dirc’hadet kirri-tan war ur parkva. Eüruzamant e teuas ar bomperien e koulz hag an eil tan a zo bet mouget buan.

Krizoc’h eo bet an hini kentañ rak aet eo e ludu un tamm mat eus an ti.

Gwasoc’h-gwasañ an traoù e Felger. Dav eo lavarout he deus cheñchet kalz poblañs ar gêr e-korf ar 5 pe 10 bloaz diwezhañ…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Economie, Environnement

Rennes-Fougères en train : le projet menacé…par des panneaux solaires ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger (35) : un den kontellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : 18 vloaz, serret o vleniañ ur c’harr-tan laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

FOUGERES, Santé

Tiers monde et abandon des contribuables à Fougères : les urgences de l’hôpital régulées dans la nuit du 1er janvier 2025

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

C’hoazh ur c’harr-tan devet e Felger !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Felger : laeret en doa ur moto, ur Somalian serret gant ar vekanisianed

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, FOUGERES, Local

Ethnomasochisme. A Fougères, un pièce de théâtre vous invite à découvrir que « nous sommes tous racistes » ce 5 novembre !

Découvrir l'article

FOUGERES

Destruction de radars : un phénomène en hausse près de Fougères

Découvrir l'article

FOUGERES

Fougères Agglomération : des finances saines mais des investissements insuffisants, selon la chambre régionale des comptes

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky