An emsav sevenadurel breizhad o tarzhal

Diwan, Sonerion, Stumdi, Ici Breizh-Izel emañ an emsav sevenadurel breizhad o tarzhal. Evit fed Diwan ez eus bet embannet ur rentañ-kont gant Kambr Rannvroel ar C’hontoù diwar-benn merañ lise Karaez. Ha danvez-tarzh zo ennañ ! Hervez tud fur ar C’hambr eo bet c’hoariet fall gant ar Rannvro e Karaez. Gant ar c’hoant gounit gweneienn gant salioù Kerampuilh zo bet lakaet L’Ailes, ur gevredigezh sokial, da verrañ ul lodenn eus al lec’h. Diwar-goust al lise Diwan hag al liseidi kar gant L’Ailes e vez feurmet ar salioù evit darvoudoù war ar pemdez.

Hogen o feurmiñ ar salioù-se da forzh peseurt doare tud e c’hoari ar Rannvro ur c’hoari teurt. N’haller ket meskañ tud a bep sort gant liseidi ha dreist-holl gant liseadezed, alato !

Savet en deus Christian Troadec e vouezh a-enep ar c’hoari-se ha savet a-du gant reklemoù al liseidi. Hag, o lenn rentañ-kont ar C’hambr, e c’heller soñjal e oa ar gwir gantañ.

War un dachenn-all, an dachenn sokial ar wech-mañ, ez eus trouz e Sonerion er mare-mañ. Trouz diwar-benn ar stadudoù, ar goproù, ar c’hoñdisionoù labour.

Amañ ivez o deus aon ar sonerion e vefe strishaet yalc’had ar Rannvro. N’eo ket gopridi Sonerion ar re gentañ o sevel o mouezh a-enep pratikoù sokial justik en Emsav. Kar e meur a gevredigezh e vez diwadet al labourerien. Met « evit ar stourm » eo hag « eus an tu-kleiz » eo an Emsav neuze reoù zo n’hallont ket bezañ emsaverien vat met patroned fall.

Met n’eo ket echu gant tarzhadenn an emsav sevenadurel kar bremañ eo an embannerien hag a zo en arvar evit un toullad a abegoù. Ma’z a Coop Breizh d’ar strad e c’hellfe meur a embanner all kouezhañ gantañ da skouer.

Ur sistem hollek an hini eo a zo o kouezhañ en e boull. Ha bremañ eo poent soñjal e-barzh un doare all da arc’hantaouiñ ar c’hevredigezhioù gouestlet da sevenadur ha yezhoù Breizh…

…Pe reklem e vefe echu gant an arc’hant roet d’an enbroidi gant ar rannvro ha dreist-holl gant an departamantoù (milionoù a vez lakaet bep bloaz evit degemer an estrañjourion, dreist-holl ar vinored) ha lakaet tout an arc’hant-se e-barzh ar sevenadur breizhad. Met, n’eo ket prest an Emsav evit se. Re strobinellet gant sotonioù an tu-kleiz emañ c’hoazh. Ur reveulzi speredel kriz e vefe evitañ. Re griz evit poent.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “An emsav sevenadurel breizhad o tarzhal”

  1. Raymond Neveu dit :

    L’article mériterait des commentaires mais…ECHU EO GANT AN AMZER-SE!

  2. Patrick Yves GIRARD dit :

    Lakaet ew bet mat war-wel er pennad-mã kudennoù ar frammoù sevenadurel e Breizh ha diouer a ar’hantaoui hogen dreist-oll dibab fall renerien an departamantoù gwell ew gante kas moneiz evid an alwberion lakaet evel krennarded eus ar beuzadur. Ha chechamant politikel e penn ar pemp departamant a wellafe an diso’hoù a-vremã lakaet ew spered ar wokism o breiniã peurvuiã ar strolladoù politikel e Breizh ?…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Diwan Boulvriag en dañjer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Votadegoù-kêr : Diwan en deus kaset ur goulennaoueg da dout al listennoù war-bouez…

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Redadeg 2026 : la grande course pour la langue bretonne reprend son élan entre Lannion et Nantes

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Diwan Karaez : Al liseidi ha Kristian Troadec o deus gounezet !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, RENNES, Sociétal

Manifestation pour le Breton à Rennes : 1 500 manifestants, un signal d’alarme… et un malaise plus profond

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, RENNES

Breton. Diwan appelle à la mobilisation le 17 Mai 2025 à Rennes

Découvrir l'article

Immigration, Sociétal, Société, Tribune libre

Les évènements culturels liés à la culture bretonne n’intéressent-ils que les Blancs ? [L’Agora]

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

CARHAIX, Culture, Culture & Patrimoine, Local, Société

Carhaix : les lycéens de Diwan manifestent contre la vétusté de leurs locaux

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.