Gwelloc’h-gwellañ ! En Arbérats, e Euskadi an norzh, disul tremenet, e oa un abadenn evit ar gouel euskarek « Euskal Herria Zuzenean » en iliz. Pedet e oa bet ur plac’h hag ur strollad. Queer falafel e oa anv ar strollad (ur « genderfuck Free Palestine eus al Liban » hervez e vio) hag Ane Lindane, hini ar plac’h, ur « fentigellourez » anezhi.
E-kerz hec’h abadenn e kemeras krog en ur c’hrusifi hag e lakaas anezhañ en he forzh en ur huchal « hil da Jainkoa » (Marv eo Doue) a-raok lammat war an aoter hag all.
Un « arzourez » anavezet mat e Bro-Euskadi eo Ana Lindane, plac’h eus Bilbo/Bilbao. Gwregelourez, kleizourez, wokist eus an tu-pellañ-pellañ eo hi.
Evel e Breizh ez eo an Emsav broadelour eus Bro-Euskadi kaset gant kleñved ar wokism.
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine