E Bro-Friz, ur proviñs emren eus an Izelvroioù, e vez komzet izelvroeg met ivez frizeg ar c’hôrnog, unan eus an teir yezh frizek a zo anezho a-hed Mor an Norzh (an div all a zo en Alamagn). Hervez ar studiadenn diwezhañ bet graet e 2019, etre 65 ha 75% eus tud ar Friz a oar frizeg. Hag an hanter eus ar vugale a glevfe frizeg er gêr !
D’ar sadorn 8 a viz du e vo aozet ur brezegenn gant DINGtiid, ur seurt ONG evit ar frizeg. Bep bloaz e vez graet ur brezegenn veur war tem-mañ-tem gant DINGtiid evit sachañ evezh an ensavadurioù hag ar bobl frizeg war tem-mañ-tam. Ar sport e frizeg a vo tem ar bloaz-mañ.
Ur c’hlub troet war ar frizeg
Displeget e vo gant sportourion ar c’hlub Harkemaske Boys, ur skipailh mell-droad eus Friz, penaos e vez implijet ar frizeg er c’hlub. Ur c’hlub amatour eo an Harkemaske Boys met c’hoari a ra e live uhelañ ar mell-droad amatour. Ha lakaet o deus implij ar yezh e-kreiz identelezh ar c’hlub : war an tachennoù mell-droad, er gantinenn, war ar mailhurennoù, met ivez pa vez ar skipailh o c’hoari er-maez !
E deroù an hañvez e oa bet skignet ur rentañ-kont-kuzuliañ gant DINGttid. Ennañ ne oa ket anv eus ar sport met eus an deskadurezh eil-derez. Hervez an ONG e vefe ret kreñvaat plas ar frizeg en deskadurezh micherel eil derez. Ha skrivet a zo e-barzh ez eo frizeg « ar yezh kehentiñ en embregerezhioù bihan pe krenn » eus ar Friz ha « dav eo gouzout ha komz frizeg evit labourat er PME/TPEioù ». Da heul e prepoz DINGtiid ur rummad a ziarbennoù evit ma vefe kemeret muioc’h e kont ar frizeg e kursus ar re yaouank war o studi er filierennoù micherel.
Crédit photo : Lec’hienn DINGtiid
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine