E Naoned, e Chantenay, etre ar straed Chevreul hag hini ar Gar, e oa ur steudad a girri-tan o fneuioù toullet d’ar sadorn 23 a viz eost. Antronoz e oa bet serret un den o toullañ anezhe, gantañ ur gontell. 17 karr-tan a zo bet toullet en holl. Gwelet e oa bet gant un den hag a bellgomzas d’ar polis. Serret eo bet gant ar BAC edan al labour.
Ur c’hlasker bara a 37 bloaz eo an den tapet, o chom en ur skwat. Treñk e oa ar soubenn etre eñ ha tud eus ar c’harter. Anavezet eo dija gant ar polis evit aferioù a seurt-se met ivez evit ur muntr. Evit se e oa bet kondaonet da 15 bloavezh toull-bac’h.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine