E Lozaog (22) n’o deus ket adkroget gant al labour ar gelennerien hag ar skolajidi/liseidi eus ar skolaj/lice publik Fulgence-Bienvenüe d’ar c’hentañ a viz gwengolo.
85% eus ar gelennerien a ra ar greve war an tach. Sevel a reont o mouezh peogwir zo bet bac’het ur c’hlas en eilvet. Ha, dre-se, kresket an niver a liseidi er pevar c’hlas all anat : 35 a zo e pep klas bremañ ! Mankout a rafe 1 bugel evit ma c’helle bezañ digoret ar pempvet klas, hervez ar c’hreverion.
Soutenet eo an emsav-mañ gant an dud eus ar vro, gant tud ar vugale ha gant an dilennidi eus an tu-kleiz (Bruno Le Bescaut maer Lozaog, LREM) pe eus an tu-dehou (Corentin Le Fur, kannad ar bastell-vro, LR). Ur petision a zo bet lañset war change.org evit souten an emsavha lakaat ar rektorelezh da blegañ.
Ar pezh zo, e Fulgence-Bienvenüe ez eus kalz a skolidi estrañjour, ma vefent o studiañ en o bro, marteze ne vefe ket ken leun ar c’hlasoù…
Crédit photo : Petision « Sécurité, égalité, réussite : ouvrons la 5e seconde ! »
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT. Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine.