Lozaog (22) : c’hwec’h karavanenn war parka Palez ar C’hendalc’hioù

Hag ur wech adarre !

War parka Palez ar C’hendalc’hioù e Lozaog o deus en em staliet c’hwec’h karavanenn disul dremenet. Hag al loustoni da heul  ! Seier poubelenn a vez laosket er seizh avel, luget o deus an dermajied orjalennoù war konter sal ar Rocade ha tan a zo bet lakaet e-barzh paletennoù e-pad an noz. Ur gwir lastezerezh eo deuet da vezañ ar parkva ! Ha koulskoude emañ skrivet sklaer war ar panelloù n’hall ket karavanennoù en em staliañ amañ !

N’eo ket ar wech kentañ e c’hoarvezh seurt tra e Lozaog. Aon o deus tud ar c’harter e vefe kudennoù gant an tredan pe gwasoc’h.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS