Loudia/Lozaog (22) : fuzuilhadeg e-kichen skwat an dermajied, un den gloazet

Abaoe sizhunvezhioù ez eus ur c’hamp “zaovaj” a dermajied, straed Jean Le Cam, e kreiz tachenn kenwerzh Ker D’Herve e Loudia/Lozaog. Karavanennoù, lastez, kirri-tan o plantañ tizh noz-deiz, n’eo ket eürus-tre ar goñversanted a zo tro-dro. Ha koulskoude int “pinvidikaet” gant o amezeen nevez hervez an doxa a-vremañ.

D’ar yaou 14 e voe ur fuzuilhadeg dirak ar c’hamp-mañ, un den a voe gloazet e gof gant un ten armoù. Diouzhtu-dak e tegouezhas an archerien, ganto pep a fuzuilh argad ha jiletennoù a-enep ar bolotennoù.

Kaset eo bet ar paotr gourdrouzet d’an ospital dre viskaskell ha partiet an archerien war roudoù an tenner.

Betek ar wech kentañ evit ar “veñjañs” !

Mod-se emañ bremañ e Breizh. Memes e Loudia e c’hoarvezh seurt aferioù.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS