Loudia/Lozaog : peseurt doare tud a zo o chom er Blinfaux ?

Publicité

Ur c’harter « tomm » a zo e Loudia/Lozaog : hini ar Blinfaux. Savadurioù bihan, 4 estaj anezho, ket muioc’h met un tamm felliezh er c’harter-mañ. Ha, war a seblant, emañ ar savadurioù-mañ o koshaat. N’eo ket ur souezh eo ha pa vezont renevezont ingal. Erruet kozh eo ar savadurioù, marteze e vefe furoc’h distruj anezho ha sevel reoù nevez en o lec’h.

Met o lenn ar pennad embannet war ar « C’hourrier » ez eus peadra da vout chalet. Peseurt doare tud a zo o chom er Blinfaux ? Abaoe bloavezhioù o dez bec’h al labourerien vreizhad o kavout lojeiz e Loudia. Ur spont ! War lec’hienn Nestenn da skouer n’eus ket kalz a choaz er mare-mañ : tri zi pe ranndi, nemetken ! Ha hini ebet war lec’hienn Imm-Ouest. Ha koulskoude n’eo ket breizhiz a zo o vevañ e-barzh ranndioù marc’had-mat ar Blinfaux war a seblant ! Perak ne vez ket disklêriet an dra-se gant an emsaverien breizhad eus an UDB da skouer, hag a reklem « un ti da bep hini » e Karnak pe Douarnenez. Da bep hini, da lavaret eo ? D’ar bed a-bezh pe d’ar gwir Vreizhiz ?

Kudenn al lojamant a zo e pep lec’h e Breizh bremañ. Hag e Loudia/Lozaog n’eo ket ar barizianed pinvidik a zo o terc’hel HOR tiez pe ranndiez, tud eus kevandirioù all ne lavaran ket. Petra a reont amañ ? N’o deus ket ur vro dezho ?

Poent eo dihuniñ ar c’haochisted ! Liesseurt eo kudenn al lojamant hag an enbroidi ivez a ac’hub tiez ha ranndiez war un tamm douar ha n’eo ket o hini.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Loudéac, Société

Tagadenn Lozaog : kondaonet eo bet pemp minor

Découvrir l'article

PONTIVY, Santé

Hôpital du Centre Bretagne : la Chambre régionale des comptes alerte sur une « spirale négative » financière

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Immigration, Lamballe, Local

Lambal : enoriñ hon erlec’hidi ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique

Reconstrucción Comunista, ur strollad komunour spagnol a-enep an enbroerezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Ha torret en deus François Ruffin dogma an enbroerezh en tu-kleiz ?

Découvrir l'article

Economie, Local

Saint-Thélo (22) : le rapport accablant de la Chambre régionale des comptes sur le fiasco de la « Maison du Forgeron »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Immigration, Local, Loudéac, Société

E Lozaog (22), an MFR a stumm ar studierien « a-enep ar ouennelouriezh »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Tri Breizhad war vourzh ur vag eus SOS Méditerranée

Découvrir l'article

Justice, ST-BRIEUC

Braquage, règlements de comptes et meurtre présumé de François Ferreira : plongée dans une affaire criminelle hors norme en Centre-Bretagne

Découvrir l'article

Agriculture, Animaux, Local, Loudéac

Grippe aviaire : les Côtes d’Armor et le Morbihan une nouvelle fois touchés

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.