Pemp bloaz zo eo arruet an afer-mañ. Ha setu ar skipailh en deus fardet war tachenn an dermajied eus ar Gwelen Bihan, e Kemper, an noz-hont, dirak ar barner.
Fachiri a oa etre un termaji eus Kemper hag ur meuriad all eus Gwened. Trouz a oa bet etreze e-pad un eured e 2018. Unan a oa bet skoet gant egile. Daou vloaz war-lerc’h, hag ar Gwenediz, tomm o fri, setu int da lakaat en o fenn da vont da Gemper evit klask penn gant an den. Seurt afer ar familh Lopez, met e Breizh ar wech-mañ. « Ma ‘yomp eno e vo servijet eñ ! »
Ha setu ur paotr en e 40 vloaz hag e niz, kalz yaouankoc’h da gemer penn an hent e kreiz an noz. Puñsiet o deus kalz met gallout a reont bleniañ memestra. Ur wech degouezhet e Kemper, an hini yaouankañ, divezvet marteze, a cheñch mennozh. Ne bonfon ket ken aze.
Ne vern ! Ar eontr az aio betek penn eñ. Arruet er c’hamp e tok ouzh ar garavanenn, ur fuzuilh en daouarn. Digeriñ a ra an nor hag ar paotr a oa e-barzh o krial. Souezhet, ar gwenedour a denn warnañ gant e fuzuilh. Daou denn. Trema divhar e enebour. Setu eñ gloazet. Mont a ra kuit an tennour.
Dirak ar barner n’eo ket ken foeñvour. E Garonne-Uhel emañ o chom bremañ. Mennegoù a zo war e roll lez-varn evel just, unan anezhe evit « gwallerezh » memestra, met n’eo ket ken hir-se. « Cheñchet en deus » emezañ. A-benn ar fin e vo kondaonet d’ur bloavezh toull-bac’h hag a dremeno en e garavanenn gant un dro-vrec’h elektronek. An niz, eus e du, a bak 12 mizvezh, 10 anezhe gant goursez.
Kriz eo bet ar justis ar wech-mañ en ur mod, e departamantoù all o defe bet ur vedalenn !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine