
Lozaog (22) : c’hwec’h karavanenn war parka Palez ar C’hendalc’hioù
Hag ur wech adarre ! War parka Palez ar C’hendalc’hioù e Lozaog o deus en em staliet c’hwec’h karavanenn disul dremenet. Hag al loustoni da heul ! Seier poubelenn a vez laosket er seizh avel, luget o deus an dermajied orjalennoù war konter sal ar Rocade ha tan a zo bet lakaet e-barzh paletennoù e-pad an noz. Ur gwir lastezerezh