Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Publicité

Ur fest-deiz a vo d’an 08 a viz meurzh e MDQ ar Milin Glas e Kemper. Gant ar gevredigezh Kemper-Balata e vo aozet ar fest-deiz-mañ. Evit broudañ an dud da zont di zo bet fardet ur skritell e brezhoneg-galleg hag… arabeg gant ar gevredigezh. Ha n’eo ket alies e vez gwelet seurt skritell e bed muzik Breizh !

Ur c’homite gevelliñ etre ar c’hamp palestinian eus Balata ha Kemper eo ar gevredigezh Kemper-Balata. Ha gante e vez aozet ingal predoù pe festoù evit souten Palestinianiz hag ober bruderezh evit Palestina.

E-pad brezel Gaza ez eus bet kaset pennadoù ha fotoioù untuek penn-da-benn diwar-benn ar brezel gant ar gevredigezh. « Ar re jentil eus un tu hag ar re zrouk eus an tu-all ».

Kemper-Balata a zo tost d’ar strolladoù kemperad eus an tu-kleiz.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Un deiz bennak ne jomo ket plas ‘bet evit ar brezhoneg ha memes evit paotred Breizh gant an treitourien-se.

  2. Lukaz dit :

    « n’eo ket alies e vez gwelet seurt skritell e bed muzik Breizh » a lavarit. Gwir eo, met ret eo gortoz e c’hoarvezo kement-mañ aliesoc’h aliesañ. Emañ an erlec’hiañ o vont war raok!

  3. GregNibler dit :

    Mat-tre eo! Deskiñ a ran arabeg ha plijout a ra din da welout ar yezh e-lec’h galleg

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.