E Pornizh eo bet taget an archerdi gant tennoù morter artifis d’ar c’hentañ a viz du e-pad an noz.Eus parkva Intermarc’had, just e-kichen ar savadur, e partie an tennoù. Mont a reas buan an archerien d’ar parkva ha serret un den a oa amañ gant e bitrakoù. 27 vloaz eo ha n’eo ket ar wech kentañ e vez serret o tennañ ouzh archerdi Pornizh. D’al lun 3 a viz du eo bet prezantet d’ar barner. Ur penn-dramm eo war a seblant. Ne oar ket perak en deus graet se. Skañv e benn ne hañval ket bezañ na gwall fin nag en e skiant vat. Mennegoù a zo war e roll lez-varn dija.
Barnet da vat e vo d’ar 5 a viz du. Da c’hortoz eo ret dezhañ prederiañ war e dechoù fall.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..
Une réponse à “Pornizh (Bro-Raez) : an archerdi taget gant tennoù morter”
D’am meno un tammig drochig eo ar paotr! Ur pokez bougar.