Laer ha drouklazher : ur Brezilian « spontet gant an disurentez e Naoned » kondaonet

Publicité

D’an 11 a viz gwengolo 2022 e oa bet tapet ur Brezilian a 19 vloaz o laerañ un ti e Pornizh gant un amezeg, un den en e 60 vloaz. Souezhet e oa bet an den kozh o welet un Dacia Sandero parket dirak ti e amezeien e kêriadenn Tabier e Pornizh rak gouzout a rae e oant distroet da bParis goude fin o vakañsoù e Breizh. Graet en doa fotoioù eus ar c’harr-tan hag ar re a oa ‘barzh : gwisket e du gant kougoulioù war ar fri. Iskis, iskis !

Inervet o welet an den kozh o rodal tro-dro dezho, en doa sailhet unan eus al laeron warnañ ha kontellet anezhañ. Bountet e oa bet e wreg er foz goude-se. Peuzgoude e varvas ar paourkaezh tad kozh. Spont ha glac’har a voe er vro goude-se !

Buan-tre e komprenas an archerien piv en doa graet an taol rak anavezet e oa ar muntrer ganto : un takennad gwad a voe kavet en ti hag e-barzh karr-tan ar c’houplad kozh. Laeret e oa bet an Dacia e Naoned just a-raok ha lakaet e oa bet tan ennañ goude al laeroñsi.

Ur Brezilian yaouank e oa bet serret e ti e vamm e Naoned goude-se : o kas selfioù anezhañ war ar rouedadoù sokial e oa, e zorn bandennet !

Arruet e oa e Breizh en e oad tenner met spontet e oa bet o welet fuzuilhadegoù e Bro-Vrazil pa oa yaouank. Ha spontet ivez gant an disurentez a oa o ren en e vro orin ! Hag eñ o laerañ tiez hag o kontelliñ tud e Breizh !

Pa oa bet goulennet gantañ gant an archerien : « perak ho peus un Opinel ganeoc’h ? » e respontas : « pa vez gwelet petra eo deuet da vezañ Naoned… » Ha gwir !

Abalamour da dud eveltañ eo deuet Naoned da vezañ ur gêr feuls ha n’eo ket sur ken.

Kondaonet eo Pedro Rafael Alves bet da 25 vloaz toull-bac’h.

Crédit photo :  DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Le Mag', NANTES

Nantes. Voix bretonnes 2026 : chants et contes au Château des ducs de Bretagne en janvier [Vidéo]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.