Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pornizh (Bro-Raez) : ha pemp savadur ouzhpenn evit ar re binvidik !

Pemp savadur a zo war ar stern e Pornizh, e Bro-Raez, straed Naoned. 108 lojamant en holl, setu ur raktres hag a c’hellfe servijout d’ar vicherourien o deus poan kavout ul lojeiz en tu-all d’al Liger. Met emañ annezidi ar straed a-enep ar raktres-mañ ! Da gentañ e vo savet ar savadurioù-mañ a-hed un hent dañjerus. Daoust d’ar panell “30 km/e” n’eo ket ur rouez gwelet kirri-tan o tremen a-dizh hag a-dag war an hent-mañ da skouer. Penaos e vo pa vo ar savadurioù nevez hag ar c’hirri-tan a zaio ganto ?

Hervez an amezeien eo geuniek an dachenn ma vo savet ar savadurioù ivez. Ma vez graet ur parkva dindan douar e c’hellfe bezañ dañjerus…

Ha dreist-holl en em c’houlenn a ra tud ar straed peseurt doare tud a c’hello prenañ ur ranndi er savadurioù-mañ ? Tud ar vro pe tud binvidik hag a zeuio ur wech an amzer ? 214 000 € a goustfe ar ranndioù bihanañ (47 m²) ! 214 000€ evit daou bezh, peseurt micherour breizhad a c’hell paeañ kement ?

Ha raktresoù all a-seurt se a zo e Pornizh : Villa Maria, e karter ar Ria : 185 000€ evit ur studio ! 444 000€ evit ur ranndi brasoc’h ! Atlantica : 240 000€ evit 44m², …

Crédit photo : tapadur skramm lec’hienn Eiffage Immobilier

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : An emsaverien euskarad a ac’hub atant Olha o deus stanket ar stal Adam !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Pornic

Bro-Pornizh : muioc’h a 150 laeroñsi evit an daou Aljerian !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Pornic

Pornizh (44) : gouel Ana Vreizh o klask 3000€

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Bro Naoned ha bro Roazhon : ur vandennad Rromed a laere poellgomzerioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Pornizh (Bro-Raez) : ur brezilian kondaonet evit bezañ “gweladennet tiez”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Pornizh : un den a-evezh war ti e amezeg kontellet gant daou laer

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

+300% a daosioù ouzhpenn evit an eil-tiez e Bro-Gembre

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Pornizh (44) : Katoliked a reklem overennoù e latin

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky