D’ar 55 ha d’an 39 straed Brest e Kemper d’an 12 a viz du e c’hoarvezas an traoù. Tro 5e220 GM, e voe leurennet un den yaouank gant ur poliser. War e lerc’h e tegouezhas un ugent bennak a beoliserien eus ar PSIG Kemper ha Douarnenez. Gante chas evit an dramm. Just e-kichen ez eus un ti gant ranndioù mod Airbnb ennañ. Gant an den yaouank e oa feurmet ur c’hambr en ti-mañ justawalc’h. Ha dao ! Leusket ar chas da sevel o frioù e-barzh. Ha n’o deus ket bet ur fri berr ar wech-mañ c’hoazh : 290g a gokain, 938g a heroin ha 5730€ e bilhedoù a zo bet kavet. Sklaer an traoù : un toull trafikerien dramm e oa !
Da c’houde zo bet serret paotred all etre Pont ‘n Abad, Douarnenez ha Kemper.
Hervez ar poliserien e oa ar re-se izili eus ur skipailh hag a rae mont ha donoù etre Dunkerques ha Penn-ar-bed. Ha n’eo ket evit emporzhiañ galfretezennoù, anat.
Emaint o vont da vezañ barnet digwener 14 a viz du. Diouzhtu-dak !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..
4 réponses à “Kemper : un trafik dramm etre Norzh Bro-C’hall ha Breizh torret”
Me am eus ur dream evel a lare ar pastor Martin Luther King…c’hoant a zo ganin da c’hoarzhin!!! Krog m eus gant un istor bihan war dro eñvorennou mes poent mont da gousket!!! a lâr an Itron a-dreñv!!!
Ok Raymond, encore une fois votre commentaire est vraiment digne d’intérêt ! 😂
Monsieur Michel il semblerait que…comment dois-je comprendre vos propos??? Vous préférez un commentaire en arabe? Sinon je peux donner la traduction en une autre langue ou je trouve un aimable correspondant qui me le traduira. Sinon confiez-moi le pouvoir on entendra le crépitement des mitrailleuses et en moins de trois jours les raclures seront sous-terre.
Pelec’h ‘ma ar gudenn Mikael ? an dirouestl a o zo ganin…dirag ur voger ha…pan…pan…pan! Ha echu gant ar gudenn!