Setu, kavet en deus an tu-kleiz pellañ un askorn nevez da grignat : Nicolas Maduro hag ar Venezuela. Ar memes re a oa o tibunañ er straedoù evit ar Palestin ‘zo vont da dapout krog en uhelgomzer en-dro evit ar Venezuela ar wezh-mañ. Hag evit bezañ diouzh ar c’hiz e heulio ar re yaouank eus Roazhon 2 ar pardon nevez, moarvat. Lakaet e vo ar c’heffieroù palestinian en armel ha gwisket dilhad liv ar banniel venezuelian warno. Hag ur meurlarjez ouzhpenn o tibunañ e straedoù Roazhon !
En tu-kleiz ez eus ur seurt pavloverezh hag a dro da gleñved spered : seul daol ma vez ur strolladig bennak oc’h entaniñ evit ur gaoz bennak e soñj ar re all eo ret heuliañ ar pardon. Rak kevezerezh ha gwarizi a zo etre tout ar strolladouigoù-mañ. Hag aon da c’hwitañ war un daol bennak. Ur gaoz nevez hag a « savfe an dud », ar « fulenn » (hag a enaouo an tan-gwall » hervez ar saoznaj gaochist). Ar pezh zo fentus en afer-mañ eo trubarderaj ar gaochisted : pa oa bet embannet gant Trump e oa echu gant an « emmelouriezh amerikan » ne oa ket mat d’an tu-kleiz. Ar Stadoù-Unanet a oa sañset kenderc’hel da baeañ da viken ar programoù « LGBT friendly » pe « a-enep cheñchamant an hin » e Costa-Rica pe e Palestin dre hanterouriezh an USAID. Hogen, pa glask Donald Trump en em emelliñ eus un dra bennak e Venezuela (hag a gas bagadoù a gokain ha drammoù all er Stadoù-Unanet, hag a labour gant enebourien ar Stadoù-Unanet, …) n’eo ket mat d’an tu-kleiz kennebeut. Hag e grede an tu-kleiz eo Washington ur seurt « ober a drugarez » evit tout ar gaochistajoù eus ar bed ?
Hag entanet e vo pobloù ar c’hornôg gant tonkadur Nicolas Maduro ? Ne soñj ket din. Entan e vo pa vo graet war-dro problem an enbroadeg, ar surentez hag ar galloud-prenañ, ya. Met ne ra ket foutr an dud eus Maduro hag ar Venezuela evel ne raent ket foutr eus ar Palestin a-raok.
An tu-kleiz, eus e du, a zo vont da genderc’hel da vanifestiñ. Evel boaz. Evit ket ha netra. Ha krediñ a raio atav e soñj tout an dud eveltañ. Krediñ a raio e pleg tout an dud dirak e sarmonioù.
Betek ar votadeg kentañ !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.