Pinvidik-mor eo istor Gwenrann, e kornôg pellañ ar Liger-Atlantel. Ekonomiezh an holen, ar paludoù, ar brezhoneg, kêr Gwenrann hag he mogerioù-kreñv, Bro-Vrier, traoù a zo da gontañ evit ur mirdi istorel hag etnografek, me lâr’ deoc’h !
Betek bremañ e oa diskouezadegoù en Nor Sant-Mikel, war pevar estaj e c’helle an dud gwelet objedoù kozh ha panelloù isplikañ. Met re strizh e oa ar lec’h ha ne zouje ket ar mirdig-mañ ar reoladoù surentez. Poent e oa cheñch lec’h !
Ouzhpenn da se, dre m’eo labelizaet Gwenrann « Kêr arz hag istor » eo ret d’ar gêr kaout ur mirdi.
Abaoe bloavezhioù emañ an ti-kêr o labourat war ar sujed-mañ asambles gant an DRAC. Skrivet zo bet ur « raktres skiantour ha sevenadurel » gant servijoù an daou framm ha votet gant ar c’huzul-kêr ar miz-mañ. Ar pezh a dalv emañ ar raktres war an hent mat !
Met dav eo kavout ur lec’h bremañ. Ar skol gozh Sant-Yann a vefe mat d’ar maer met kuzulierien an tu-enep o deus votet a-enep ar choaz-mañ. Lod anezhe o defe choazet an ospital kozh kentoc’h.
Ar pezh zo sur : e-barzh ar gêr gozh e vo staliet ar mirdi-mañ.
Ha kaozet e vo eus brezhoneg Bro Gwenrann ennañ pe pas ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.