Bep bloaz e vez naturalizet (pe « broadet ») miliadoù a dud ha n’o deus netra d’ober e Bro-C’hall rak n’o deus ket ar memes talvoudoù divezel ha ni. Ha, war ar memes tro, ne vez ket naturalizet Europeaniz zo, tud trankil hag enbarzhet hag a zo o chom e Bro-C’hall abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Setu ar pezh a zo c’hoarvezet ar sizhun-mañ e Le Ségur, ur gumun eus an Tarn en Okitania.
Jean-Pierre Dewit a zo ur beljiad anezhañ. Arruet eo e gumun-mañ e 2016. A-raok e oa soudard en arme beljiad. Labouret en doa gant ar soudarded gall er « Bagad European » e Strasbourg, memes. War e leve emañ hag e resev e bañsion eus ar stad beljiad, normal.
Met abalamour da se, n’he deus ket c’hoant d’ar prefeti naturalizañ anezhañ. dav e vefe dezhañ bevañ diwar arc’hant gounezet e Bro-C’hall. Diaes eo evit un estrañjour hag a oa gwechall o labourat en e vro. Hag eñ kuzulier-kêr. War listenn ar maer evit an eil gwech en doa c’hoant da vont war ar renk evit mont da eil-maer ar wezh-mañ. Met ne vo ket posubl. Droad o deus an estrañjourion european bezañ kuzulier met n’o deus ket droad bezañ eil-maer pe maer. Chom a raio Jean-Pierre Dewit kuzulier neuze.
E yezh-vamm eo ar galleg ha n’en deus ket graet tra a-dreuz pe a-enep al lezenn e Bro-C’hall pe e Beljia ha koulskoude ne vo ket gall, Ha naturalizet tud ha n’o deus ket c’hoant bezañ gall a spered hag a dalvoudoù.
Ha Kafka ha oa Beljiad pe Gall a-benn ar fin ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.