Christophe Kirgo eo rener kabined nevez prefed Penn-ar-Bed. Anvet eo bet d’al lun 13 a viz ebrel. A-raok e laboure eñ e Minister an Diabarzh, ma oa eil-rener burev ar votadegoù politikel.
Gantañ e vo graet war-dro ar surentez e Penn-ar-Bed. Karget e vo eus meur a dra all evel just.
Studiet en deus en ENA, pezh n’eo ket an hent gwellañ evit kompren penaos e ya an traoù er-maez eus Paris, ‘m eus aon. Hag a-raok e oa e Sciences-Po. Un den divyezhek eo, alamaneg-galleg (graet gantañ studioù e-pad bloaz en Alamagn).
War a seblant e vefe tik ouzh romantoù Michel Houellebecq !
Foto : Prefed Penn-ar-Bed
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.