Setu ! Bremañ ez eus rakailhed o tont eus Paris evit ober skrapadegoù, razzioù e Breizh evel a reont e broioù all. E Brest zo bet barnet d’ar 24 a viz meurzh tri den eus Bro Baris bet tapet e miz c’hwevrer 2025 evit 65 laeroñsi. Ha c’hoazh, marteze ez eus bet muioc’h !
War an tri-se, daou e oa dija en toull-bac’h evit laeroñsi a-seurt se bet graet e Bro Roazhon. Ganto e veze lakaet o fri e kirri-samm an artizaned ha laeret an ostilhoù a oa e-barzh. hag evel just e veze adwerzhet tout-se war marc’hadoù kuzh eus bannlev Paris.
E Gwiler-Leon, Lanniliz, Gwitalmeze, Plabenneg, Gwipavaz, Milizag, Ar Vourc’h-Wenn ha Lokournan o deus laeret kamionoù ha samorelloù. Unan anezho a zo toullbac’het e Laval. Displeget en deus e oa deuet da Vreizh evit laerañ rak e vamm he deus kollet arc’hant goude m’eo bet nullet he zeul chom (ar paper ofisiel evit gellet chom e Bro-C’hall evit un estrañjour).
Etre c’hwech bloavezh ha pevar bloavezh a doull-bac’h a oa bet reklemet gant ar prokulor hag a-benn ar fin int bet kondaonet da… gastizoù etre 18 mizvezh da 24 mizvezh a brizon. Da lavaret eo etre ket ha netra.
Mod-se e c’hellimp gwelet anezho o tont en-dro e Breizh ur wech bet graet o amzer dirak Canal + en toull-bac’h !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.