Reconstrucción Comunista, ur strollad komunour spagnol a-enep an enbroerezh

Publicité

E ya ! Posubl eo ! Lennit ar pezh a zo bet kaset war ar rouadedoù sokial n’eus ket pell zo gant Reconstrucción Comunista, ur strollad komunour spagnol (troet e galleg) :

Evel just eo komunour ar strollad-mañ, « albanour » memes evit traoù zo, ar pezh a dalv e vefe gwelloc’h evit Bro-Spagn ne arrufe ket e penn ar vro. Met kar-e-vro eo ar strollad, ezel eus ar Frente Obrero, « Talbenn al Labourerien » hag a vod strolladoù all.

Hag ar re-se a zo komunisted mod-kozh, da lavaret eo a-enep an ideologiezh « Treuz », a-enep an embroerezh (evel ar PCF er bloavezhioù 70) hag a-enep ar wokism dre vras. Ha kar-o-bro da vat ! Fellout a ra dezhe e chomfe unvan Bro-Spagn da skouer. Jakobined neuze met jakobined peogwir int patrioted spagnol.

N’eus ket pell zo en deus manifestet Reconstruccion Comunista a-enep reoliekadur an estrañjourion dibaper gant ar gouarnamant PSOE. Biskoazh ne arrufe seurt tra e Bro-C’hall da skouer ! Met, evit Reconstruccion Comunista eo al labourerien a baeo ar bolitikerezh wok eus ar gouarnamant hag a ro, mod-se, e vagadoù a sklaved da batroned ar Greanterezh pe al Labour-douar spagnol.

E Siria o deus stourmet izili zo eus Reconstruccion Comunista gant ar Gurded, a-enep an Islamisted. E Bro-Spagn e kendalc’hont da stourm a-enep an Islamisted, peogwir int a-enep ar relijionoù, an holl relijionoù, ha n’eo ket ar relijion katolik nemetken evel hor gaochisted e Bro-Frañs.

Strolladoù eus an tu-kleiz a-enep ar wokism a zo e broioù ar C’hôrnog. E Bro-Alamagn, e Bro Danemark. E broioù zo eus Amerika ar Su eo normal da vezañ a-enep an enbroerezh pa vezer komunist pe eus an tu-kleiz.

Hag e vo strolladoù mod-se e Breizhpe e Bro-C’hall un deiz bennak ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

LA BAULE

« Euthanasie de masse et soins palliatifs : pourquoi combattre ? » : Eric Mercier à La Baule

Tempête solaire

Environnement

Coupures, désindustrialisation, canicules : le bilan contesté de la transition énergétique

Culture, Culture & Patrimoine

Trois adieux, La Frappe, Salvation, La Dernière patiente, The Good Sister, The Holy Boy, la sélection cinéma hebdo

Environnement

Loto du patrimoine 2026 : six sites bretons parmi les 100 projets départementaux retenus

Animaux

Journée mondiale des premiers secours : sauriez-vous réagir si votre chien ou votre chat avait besoin de vous ?

Economie

Comptes bancaires à l’étranger : ce qui change pour les résidents de l’UE en 2027

Economie, Tribune libre

Sur la dette, on dit tout…sauf l’essentiel ! [L’Agora]

Santé

BioNTech interrompt l’essai clinique de son vaccin ARN messager contre le cancer colorectal

voile_islamique_laicite

Sociétal, Tribune libre

Le voile islamique, symbole de l’hypocrisie politique française

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Immigration, Lamballe, Local

Lambal : enoriñ hon erlec’hidi ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Ha torret en deus François Ruffin dogma an enbroerezh en tu-kleiz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Tri Breizhad war vourzh ur vag eus SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac

Tremorel (22) : ur film « enbroerezhus » bannet er gumun

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Noaz, feuls, kaoc’h warnañ, dindan dramm : un Marokan sot da stagañ e komiserdi Sant-Nazer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : Ur gevredigezh evit an embroerezh a souten un den dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : fuzuilhadeg e Cleunay, Afrikaniz serret e Naoned ha Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skol sonerezh ar Blosne ac’hubet evit ar repuidi !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.