Bep bloaz ez an da vakañsiñ e kreizig-kreiz ar « Frañs don ». Hag ez an da weladenniñ ar bravañ kêriadennoù Frañs, da bourmen war ar menezioù, da vizitiñ ar c’hastelioù kozh, …. met biskoazh e welan « anezhe ».
Ah geo, bremañ e weler « kartcherioù » en holl gêrioù etre eus ar Frañs don. E Montluçon, e Bourges pe Oyonnax e weler « kartcherioù » a seurt-se. Met ral a wezh e weler ar re a zo o chom enne o vakañsiñ e Bargème, Bonneval-sur-Arc pe Ainhoa.
Perak ‘ta ? Marteze peogwir emaint o vakañsiñ en o broioù orin. Er broioù « m’emañ ar brezel oc’h ober e reuz » hag o deus « ranket kuitaat a-raok bezañ peurlazhet ». Marteze.
War bord ar mor e vez gwelet anezhe avat. Oc’h ebatal war an draezhenn. A-wezhioù gwisket mod o bro, ar pezh ne veze ket gwelet gwezhall war hon traezhennoù. Met aze, da nebeutañ, e c’heller lavarout emaint en hon touez. Pep hini eus e du met asambles er memes lec’h.
Ar pezh n’eo ket gwir evit an Argoad. Ral a wezh e welan anezhe o krapat war ar menezioù, o valeata er bourkoù bihan, o weladenniñ hor artizaned arzh, hon abatioù kozh … drol eo memestra. Perak ? N’eus ket panelloù « Begoù gwenn hepken » e mont-treoù hor c’hêriadennoù krennamzerel evelkent !
En hañv ez eus div Vro C’hall a-benn ar fin. Div bobl hag a dremen o vakañsoù e lec’hioù disheñvel-krak.
En hañv e c’heller en em gavout etrezomp. Evel gwezhall. Pa oa pep ki mestr en e di.
Ha perak ne vefe ket profitet eus ar « barentezenn »-se evit prederiañ war an amzer da zont ? « Astennañ ar barentezenn » da skouer. Dre laosker dezhe ar c’hêrioù bras, ar bannlevioù ha ni, dre’n em staliañ a-zruilh war ar maez. Er « ruralite » evel vez lavaret e galleg ? En tiriadoù ma c’hellimp bezañ an muianiver en-dro ?
Gwelloc’h e vefe deomp bezañ ar muianiver tout er Menez Arre pe er Gevaudan eget bezañ beuzet, « dhimmitet » er Seine Saint-Denis pe e Marseille, ‘gav ket deoc’h ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.