page contents
Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Noaz, feuls, kaoc’h warnañ, dindan dramm : un Marokan sot da stagañ e komiserdi Sant-Nazer

Dont a ra Bro-C’hall ha Breizh da vezañ un azil evit ar bed a-bezh. E Sant-Nazer d’ar 24 a viz mae, e-kichen ar Ruban Bleu, zo bet spontet un den o welet ur marokan en e garr-tan. Kollet e skiant vat gantañ. Setu degouezhet ar bomperien met n’int ket degemeret mat gant ar paotr. Kunujenniñ a ra anezho ha stufañ a ra warno. Aon en deus rak ar bomperien rak krediñ eo ez eo “begoù du o klask tagañ anezhañ”. Pignat a ra war toenn e garr-tan, en em ziwiskañ a ra, kemer a ra ur fourchetezenn en ur boubelenn hag eñ a grog d’en em regiñ ar c’horf.

Dav eo pellgomz d’ar boliserien. Er c’homiserdi n’eo ket sevenoc’h ar Marokan. Kunujenniñ a ra ar boliserien par ma c’hell. Ha n’eus ket c’hoant bezañ gweladennet gant ur medisinour.

Antronoz emañ e vreutaer gantañ. A-daol-trumm ez a d’un nor gwerenennet. Ar penn en a-raok. E-unan ! Dao ! Tarzhañ a ra an nor abalamour d’an taol : gwer ha gwad e pep lec’h, e vreutaer en deus tammoù gwer warnañ. Lakaat a ra e “wir d’en em dennañ” da dalvezout. Ha kuit ! Dav eo kavout ur vreutaer all evit ar boliserien…

Kaset eo d’an Trummadoù ma vez adwriet, un dek bennak a poentoù memestra. Hervez ar glañdiour psikatrek, n’eo ket sot, n’eus ket ezhomm kas anezhañ da di ar re sot. Hag eñ kaset d’ar c’homiserdi en-dro.

Ya met er c’homiserdi, ne fell ket dezhañ mont d’ar privezioù. Kac’hat a ra warnañ ha kemer a ra ar c’haoc’h evit en em goloiñ gantañ. Kaoc’h e pep lec’h, betek war e boentoù nevez gwriet !

Dindan crack ha louzoù eo ha kollet en deus e skiant vat.

Evel just eo un estrañjour dibaper ha n’eo oar ket galleg, ur jubennour a oa gantañ er c’homiserdi hag el lez-varn. Fellout a ra dezhañ lakaat e vugale da zont e Bro C’hall un deiz bennak, “inch Allah !”

A-benn ar fin eo bet kondaonet d’ar 27 a viz mae da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h mui 10 vloaz er-maez eus Bro-Frañs evit prederiañ war e emzalc’h.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Animaux, Local, ST-NAZAIRE, Vidéo

Dolfined el Liger ! [Video]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Tan a zo bet lakaet en ur ranndi eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : forbanet eus Liger-Atlantel, serret eo an trafikour mahoran e… Sant-Nazer !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : Ur gevredigezh evit an embroerezh a souten un den dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : “sponter ar goñversanted” kaset da strakal brulu pell eus Sant-Nazer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur vaouez vazhataet en ti-gar

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Maloù Gwersac’h (44) : freuz fregañ mod 93 e Briver !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an trafikour dramm a dap krog e kelloù ar poliser

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : fuzuilhadeg e Cleunay, Afrikaniz serret e Naoned ha Roazhon

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky