Ha torret en deus François Ruffin dogma an enbroerezh en tu-kleiz ?

Publicité

Añfin, unan eus an tu-kleiz en deus torret an tabou diwar-benn embroerezh al labour. François Ruffin an hini eo, marteze an « nebeutañ gwasañ » en tu-kleiz.

François Ruffin a zo a-enep enbroerezh al labour neuze. A-enep « adarme ar C’hevala » evel a lavaras kazetenner Frañs TV o menegiñ Karl Marx.

En tu-kleiz, an embroerezh a zo deuet da vezañ ur c’hredo, un « dogma ». N’hall ket den ebet sevel an disterañ enebiezh ouzh an dra-se. Seul vuioc’h a enbroidi a vo e Bro-Frañs, seul welloc’h e vo gouez d’ar Gaochisted. François Ruffin en deus kredet mont a-enep an dogma, tapet e vo gantañ, sur ha n’eo ket marteze. Nazified eo gant e vignoned kozh, kontet da faskour gant ar bagad chas. Foar an arigrap, ha Ruffin en he c’hreiz !

E penn ar bagad : ar c’hannad LFI eus Naoned bet serret evit bezañ prenet dramm digant ur minor Andy Kerbrat evel just. War e lec’h, Nathalie Artaud, mouezh-aotret Lutte Ouvrière hag he deus skrivet war twitter « neuze eo [François Ruffin] a-enep an enbroerezh ha setu tout ».

Ya… ha neuze ?

A-raok tarzh ar wokism ne oa ket ur ral klevet tud, en tu-kleiz, a-enep an enbroerezh, diwar abegoù eus… an tu-kleiz ! Tud hag a lavare e oa an enbroidi adarme ar C’hevala ha setu tout. Difenn a raent an enbroidi o labourat en uzinoù evel n’eus forzh peseurt micherour met sevel a raent o mouezh a-enep an enbroerezh peogwir e vezent kaset gant ar batroned. Georges Marchais a zo bet sklaer war ar poent-se da skouer. Ha memes Jean-Luc Mélenchon a zo bet a-enep embroerezh al labour, amzer gwechall.

Met perak ‘ta en em nec’hañsiñ gant ar pezh a soñj an tu-kleiz war an enbroerezh ? Peogwir, pa vo erruet an RN pe Reconquête ouzh ar stur, e vo dalc’h an enbroerezh e kreiz ar politikerezh lakaet e pleustr gant ar gouarnamant nevez. Hag e Bro-Frañs a-bezh e klasko an tu-kleiz distabilaat ar rejim nevez dre bep doare. Ar « stad don », da lavaret eo ar c’hargidi-uhel a glasko mont a-enep an diarbennoù kemeret gant ar gouarnamant, memes tra evit ar sindikadoù hag a c’hell lakaat harp war an ekonomiezh ha mont en-dro ar stad.

Ma n’eus den ebet en tu-kleiz a-du gant lazhañ robinet an enbroañ n’hallo ket an RN cheñch penn d’ar vazh war an dra-se e Bro-Frañs. Ezhomm zo da glask ur seurt « kenasant minimum » war dalc’h an enbroerezh gant tud zo eus an tu-kleiz. Tud dieub o spered.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ha torret en deus François Ruffin dogma an enbroerezh en tu-kleiz ?”

  1. Beltram Kornôg dit :

    E brezhoneg ez eus al levr « Komzoù Dichipot » gant Emil Granville a zo talvoudus da lenn, er c’heñver-se.

    An den ekologour a oa en UDB a-raok kuitaat ar strollad pa gave dezhañ e oa ur fazi bout dorn-ha-dorn gant ar PS, kent emezelañ e Strollad Breizh.

    E-barzh an oberenn-se e tiskouez ur sell nevez war an embroerezh o lakaat war-wel an diac’hinad a zo en tu-kleiz, a embann stourm evit ma vefe ul lojeiz da bep hini hag evit sevenadur Breizh, e-ser nac’hañ gwelout pegen kudennek eo lakaat tud estren dont a-vil-vern ; pezh zo ur gourdrouz evit ar c’hrefen-se.

    Meur a elfenn arall a gaver e-barzh al levr bet embannet e penn kentañ ar bloavezhioù 2020.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Politique

Reconstrucción Comunista, ur strollad komunour spagnol a-enep an enbroerezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Tri Breizhad war vourzh ur vag eus SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac

Tremorel (22) : ur film « enbroerezhus » bannet er gumun

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Noaz, feuls, kaoc’h warnañ, dindan dramm : un Marokan sot da stagañ e komiserdi Sant-Nazer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : Ur gevredigezh evit an embroerezh a souten un den dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : fuzuilhadeg e Cleunay, Afrikaniz serret e Naoned ha Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skol sonerezh ar Blosne ac’hubet evit ar repuidi !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : Pascal Bolo taolet er-maez a eil-maer e-karg eus ar surentez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac, Social, Société

Loudia/Lozaog : peseurt doare tud a zo o chom er Blinfaux ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.