Setu un dra a chifo an islamisted hag ar gaochisted moarvat : en Essex, ur gontelezh eus biz Bro-Saoz, hiviziken e vez dibunet ur bedadenn kristen, ar Pater Noster, a-raok kregiñ dalc’hioù ar C’huzul hag e vez kanet ar God Save the King pa vez achu ganto !
N’eo ket dre zegouezh eo bet lakaet an daou lid-se e plas nevez zo : goude degadoù ha degadoù o ren war ar c’huzul, an Tories a zo bet skarzhet er votadegoù diwezhañ ha dilennet d’o flas kuzulierien Reform UK. 52 kuzulier Reform UK diwar ar 77 a zo er C’huzul bremañ !
Abaoe an 12 a viz mae 2026 emañ Peter Harris, ur businessman, e penn Kuzul an Essex ha mennet eo eñ da leuskel e roud !
Evel just, an tu enep en deus savet e vouezh a-enep an diviz-mañ. Ar pezh zo, eo bet lakaet ar memes tra e plas e kuzul ar C’hent miz a-raok goude ur votadeg. Amañ ivez eo Reform UK a zo arruet e penn er votadegoù diwezhañ.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
6 réponses à “Ur bedadenn evit kregiñ, ar c’han broadel evit achuiñ : kuzul kontelezh an Essex a dro Saoz en-dro”
Ur bedadenn ? Ne vefe ket ur bedenn, kentoc’h ?
Dreist eo. Kemm zo er bed politikel saoz, un tamm araokadur.
E pinijenn Brulu! Kant Pater Noster ha daou c’hant Ni ho salud Mari…
Ar pezh a gont eo ar pezh a zo etre « Our Father, who art in heaven, hallowed be thy Name, thy kingdom come… » ha « God save our gracious King! Long live our noble King! God save the King!… », ‘gav ket deoc’h ??
‘gav ket deoc’h, Raymond ???
Les laïcards passent partout ils n’aiment pas la Sainte Religion. et les prières! Da hini en-eus lakaet d’in -1 e laran dezañ kas da reor leun a c’haoc’h maez pell eus va fri pegwir c’hezh fall a zo en dro din-me ganeoc’h.