Un nozaz euzus o deus bevet tud « Kêriadenn ar Liac’hoù » ‘ba Gwidel-Plaj d’an 18 a viz eost : tan zo bet lakaet d’an noz ‘ba karrdioù. Eizh en holl ! E kreiz ar gêriadenn emaint-gi ha lochoù arall, ur loch-poubelenn da skouer, a zo bet distrujet get ar flamennoù.
Reve ur plac’hig a oe é kousket ‘ba unan ag an tier nepell e vehe bet otoioù é tegouezhout er gêriadenn durant an noz, gwazed a-barzh ha gi o dehe lâret (e galleg) : « Tan zo, skarzhomp kuit doc’htu ! » Hag ur liamm o deus ar re-se get an tan-gwallioù ?
Ha perak lakaat an tan mod-se en ur lotisamant d’an noz ? Un trafik bennak ? Tud fol ha trelatet ?
Kêr Gwidel a zo é cheñch dibaoe blezadoù, get e-leizh a chantieroù partout. Savadurioù vil zo bet savet ‘ba Skubidan, ‘ba Kerbigot n’eus ket pell zo. Ha fulor a zo é kreskiñ ‘ba kêr get se. Trouz a zo. « Re a douristed », « re ger », « re uhel ar prizioù », « n’eo ket mui Gwidel èl gwezharall ».
Mes ‘ba Kêriadenn ar Liac’hoù eh eus tud é chom e-hed ar blez, n’eo ket tier-hañv hepken. Drol eo e vehe bet choazet ar lotisamant-mañ get tud a-enep an douristed hag ar « c’hêriekadur betak re ».
An archerion a zo ‘ba jeu. Emaint é vonet da gavout piv eo, ha sur.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Gwidel (Bro Gwened) : Tan ‘b’ar c’harrdi mes perak ?”
tan-gwallioù ? N’eo ket tanioù-gwall kentoc’h ?