An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Publicité

E 2011 e oe bet sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get An Oriant Tolpad-Kêrioù (Lorient Agglo). Dibaoe 2011, get an ensavadur-mañ, eh eus bet lakaet e pleustr mar a draoù aveit broudiñ hor berton b’an agglo : panelloù, kartennoù anv divyezhek, kentelioù berton aveit an implijidi, …

E 2023 e voe lakaet Laure Le Maréchal da guzuliourez e karg ag ar berton hag ar sevenadur. Geti zo bet lañset obererezhioù arall aveit tizhout live 2 ar garta. Ha daet eo a-benn ag he zaol ! D’ar sadorn 5 a viz imbril e oe bet labelizaet an tolpad-kêrioù get Paul Molac, prezidant an Ofis.

Un tañva hag an traoù nevez a zo bet lakaet e pleustr dibaoe 2023 :

  • panelloù divyezhek ‘ba ti an Tolpad-Kêrioù
  • Goulennet eo bet get an implijidi ha gouiet a raent berton pe pas
  • Lakaet eo bet divyezhek flokajoù àr tankarrioù an Tolpad
  • Muioc’h-mui a verton a vez lakaet ‘ba kemenadennoù ofisiel an Tolpad
  • Hag ur bouchad a draoù arall…

Hervez an Ofis e vehe an Toplad àr an hent aveit tizhout ar live 3 bremañ !

Crédit photo : Lorient Agglo
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg”

  1. Raymond Neveu dit :

    Kas da reor kuit Mollac penn koll hag an holl re all…ça suffit on en a plein le cul de cette organisation de clochards qu’est Office Public…des ordures nés autour de Paris qui se sont auto proclamés défenseurs de la langue bretonne qui déversent leur breton SANS INTONNATION…divlazh mais des crapules socialo anti cléricales tous fonctionnaires de l’Etat Français! La pitance républicaine est bonne pour les chiens galeux de gôche! On en a marre de cette rubrique qui n’intéresse personne!

  2. GIRARD dit :

    @ Raymond Neveu : kit da zutell ar brulu ha laoskit ar re kar o yezh ha n’eus forz petore tu d’ober evid hon yezh !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.