Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : laer, feuls, trafikour dramm ha liesidentelezh !

Cheñchet he deus kêr Sant-Nazer ! Pelec’h emañ ar c’hengred etre micherourien ar Chantieroù evel gwechall ?

Disadorn dremenet, d’an 09 a viz here, e karter Penhoët, da lavaret eo karter ar micherourien, e kinnigas ur strollad kañfarded dramm d’ur paotr a oa o c’hortoz en arsav bus. Nac’hañ a reas ar paotr. Ha neuze e c’houlennas an hailhoned hag arc’hant a oa gantañ. “Ya” a respont ar paotr. Ha kroget fest ar vazh ! Laeret eo bet digantañ e hezoug, met buan-tre e voe serret ar strollad gant ur batrouilh boliserien.

Laer an hezoug a zo anavezet… dindan 9 identitelezh disheñvel ! Taolioù fall en deus graet e Breizh, e Bro-C’hall met ivez e Bro-Spagn dija. Pa tremenas dirak ar barner d’an 12/10 e tleas bezañ harpet gant ur jubennour arabeg-galleg. Paotr dibaber e oa, hag eñ sañset kuitaat Bro-C’hall evit distreiñ d’e vro met emañ atav e Breizh. Perak ?

Da c’hortoz ur respont eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h. Ha skarzhet e vo pa vo dibrizonet ? N’eo ket sur avat !

https://actu.fr/pays-de-la-loire/saint-nazaire_44184/loire-atlantique-le-voleur-aux-neuf-identites-derriere-les-barreaux_45662617.html

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Pleurestud (35) : rener ar gourmarc’hadig bazailhet

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

Sport, ST-NAZAIRE

Volley-ball. St-Nazaire affrontera Tours en finale de la Marmara SpikeLigue

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky