Mayotte : ar CIMADE o klemmichal…

E Mayotte 95% eus an dud a zo muzulman. Begoù du, an holl anezho pe hogozik. E berr komzoù n’eus ket e Mayotte nevez-nazied pe « trevadennourien wenn ». Pezh zo, 48% eus an dud o chom e Mayotte a zo estrañjourien anezho, komoriz o tont eus inizi ar C’homor evit an darn vrasañ anezho. E Mayotte avat, an dud a zo a-enep an enbroerezh hag a-enep krenn ar re a souten an enbroerezh.

Setu ar pezh a zo bet embannet d’an 31 a viz genver gant ar gevredigezh CIMADE hag a souten ar repuidi, e Bro Frañs kement hag e Mayotte.

Hag ar gevredigezh ekumenek (diwar bed ar brotestantiezh e teu ar CIMADE met deuet eo da vezañ ur gevredigezh lik pe ekumenek abaoe bloavezhioù) ha ouzhpennañ :

« Abaoe-se n’haller ket mui mont en hon ti rak bemdez ez eus tud o kampiñ dirazañ, oc’h ober biz d’an dud a felle dezho mont-tre, en o zouez estrañjourien o klask titouroù »

Hag ar gevredigezh da glemmichal (e skritur enbarzhus !) peogwir n’eo ket hec’h izili evit mont da zerc’hel ar boutik. « Ha ne ra netra ar prefeti hag ar polis » war ar marc’had ! Gouez dezho eo « stultennoù » ar fed d’ober al liamm etre an disurentezh hag ar baourentezh a ra o reuz en enezeneg hag an enbroerezh. Hag evel just, tout-se a zo « brizh aon » bouetaet gant an tu-dehoù pellañ ! Sell ‘ta…

Seurt tud hag o eus kollet o skiant vat. Tud ha n’int ket mui mennet gant degemer an dud handeet, tud a feiz eus ur relijion nevez ne lavaran ket : « Egile » eo anv ar relijion-se. Egile, den a vertuz dre natur. Egile hag a vo pardonet dezhañ pep tra. Egile hag a vo degemeret forzh peseurt torfed en defe eñ graet en a-raok. Forzh peseurt sevenadur a zeufe gantañ. Egile hag a zo deuet da vezañ penn nevez ar C’hrist redemptor evidomp-ni Europeiz. Nag ur follentez !

https://www.lacimade.org/malgre-les-entraves-la-cimade-toujours-engagee-a-mayotte/?fbclid=IwAR3IxAgNRsGJ1hzy6yD-3xF4ZrajsPKJeP7g_IYPkWohY5Hk856GTSfGGhA

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, International

Tri Breizhad war vourzh ur vag eus SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : un Eritrean kondaonet evit bezañ kontellet ur c’henvroad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.