Ha kollet en deus minister an ekologiezh e skiant vat (adarre) ?
Ur gumun eus Bro-Felger eo Loezherieg. Enni e fell d’ur gompagnunezh prevez sevel ur park foto-voltaek war lec’hienn ur vengleuz kozh : hini Montbelleux. E 1983 e oa bet serret ar vengleuz-mañ. Abaoe o deus kresket gwez ha plantoù tro-dro d’ar savadurioù kozh, ken ez eus ur c’hoadig bremañ, koadig Montbelleux. Hogen, evit sevel ar park foto-voltaek (“ekolo” sañset) e ranko ar gompagnunezh distrujañ ar c’hoad ken bras ha 6 ha memestra !
Teir c’hevredigezh o deus savet un doser ha kaset anezhañ d’ar prefeti evit klask saveteiñ ar c’hoad. Hervezo n’eo ket bet graet mat ar studiadenn skogañ pa ne vez ken.
Ur petition a zo bet lakaet en-linenn hag ur vanifestadeg a vo d’ar 17 a viz gwengolo.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine