Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ger brezhoneg ebet e ti-post nevez Lannuon

Emañ ti-post Lannuon o paouez bezañ renevezet. Met n’eus ger brezhoneg ebet ennañ ken ! Seizh vloaz zo e oa bet renevezet dija. D’ar mare-se e oa bet goulennet gant ar resever e vefe lakaet divyezhek an holl banelloù. War evezh e oa ar strollad Ai’ta er bloavezhioù 2010 hag aon o doa reseverien an tiez-post eus Breizh-Izel e vefe bet aozet ur “fest-deiz zaovaj” e kreiz ar sal gortoz e kenkas ma vefe leusket hor yezh a-gostez. Met n’eus ket mui eus Ai’ta bremañ hag ar gaochisted a zo e penn an Emsav evit ar brezhoneg a zo kentoc’h prederiet gant ar “ragañvioù” pe ar “problemoù jener” ha n’eo ket gant plas ar brezhoneg e Breizh-Izel.

Renevezet eo bet ti-post Lannuon met pegoulz e vo renevezet an Emsav evit ar Brezhoneg ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Ger brezhoneg ebet e ti-post nevez Lannuon”

  1. Gwilhmod dit :

    Me ‘soñje din ivez e oa gwall vorgousket Aï’ta ha gant ar pennad-mañ a lavar ez eo marv n’on ket souezhet. Gant aozadur kleizelour woke “Gouel ‘broadel’ ar brezhoneg” e labour lod eus izili hag atebeien Aï’ta gozh, a soñj din.
    Anat eo din a-hent all ez eus mizer bras evit kavout stourmerien er rummad yaouank-flamm. D’o oad e liven panelloù hent hardi. An dra-mañ a ziskouez n’eo ket gouest o emsavig da hoalañ an dud. O c’healiadurezhioù a varn d’ar marv hor bro tra ma n’eus framm ebet en Emsav brezhonek evit derc’houezañ ha bodañ an danvez stourmerien a yae d’ober an Emsav a raok emziskouezadur an UDB, treuzekemmet gantañ ar vroadelouriezh hengounel gant ur gelizelouriezh harloupet. Pell emaomp diouzh hor c’hazeg.

  2. Herri abYann dit :

    Pet den a implij ar brezhoneg bemdeiz e Lannuon ? Un nebeut e straed Ampère ?…
    Pet den a skriv lizheroù e brezhoneg e Lannuon ? Ar memes re er memes straed ?…
    Ofisiel ? Dav eo bezañ realist ha gwirvoudel zoken : komzet ‘vez ar yezh gant nebeutoc’h-nebeutañ a dud, siwazh !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky