Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Malou : daou lojamant feurmet dre vBooking gwastet

Setu ar pezh a c’hell c’hoarvezout pa glasker gounit arc’hant buan hag aes : daou lojamant feurmet dre vBooking a zo bet gwastet e Sant-Malou warlene ha barnet e oa ar c’houmananter ar sizhun-mañ. D’ar 15 a viz mae 2023 e voe resevet ur gemenadenn gant perc’henn ul lojamant eus straed Toulouse e Sant-Malou intra-muros. “Feurmet eo hol lojamant evit un nozvezh !” Gant ur paotr yaouank ha n’en deus ket roet nag e niverenn bellgomz gwir nag e anv familh gwir. Partiet fall an traoù met ne oar ket ar berc’hennez tout-se c’hoazh.

Un nebeut eurvezhioù war-lerc’h e tleo an amezeien pellgomz d’ar boliserien : ur gador a zo bet stlapet dre ar prenestr. Ur fest a zo ‘barzh hag emañ ar c’houvidi o treiñ sot gant ar boeson ha traoù all moarvat. Pevar den yaouank a zo serret tro-dro d’ar ranndi gant ar c’hargidi. E-barzh ar savadur eo Sodome ha Gomorrhe ! Kaoc’h a zo el liñselioù, ar pezhioù-arrebeuri, an taolennoù, ar plañchod a zo drastet.

Eizh devezh war-lerc’h e voe ar memes c’hoari : gwastet zo bet ur ranndi feurmet dre vBooking adarre. Laeret eo bet ar skinweller ar wech-mañ.

Ha piv en deus feurmet an daou ranndi-mañ ? Atav ar memes paotr yaouank. Ur braller-e-gloc’h en e 23 vloaz.

D’an 09 a viz genver e oa dirak ar barner e lez-varn Sant-Malou. Evel just, n’en deus graet netra an daou zevezh-se ha forzh penaos e oa o kousket a-hed an daou nozvezh. Un hun kallet !

“N’eo ket me en deus gwastet an daou ranndi, m’hen tou deoc’h aotrou barner !” “Ch’ti jure !” Piv ‘ta ? Ne oar ket…

17 000€ a zo goulennet gantañ gant an eil perc’henn. “Bah ya met penaos e c’hellfen paeañ kement me, uh ?” a lavaras Momo e fin an dalc’h.

A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh gant goursez mui 70 eurvezh a labour. Nemetken !

Hag ar berc’hennerien ? Gallout a reont ober daoulagad gwenn. Ha leñvañ ! Trugarez an ekonomiezh mod AirBnB !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Tagoù, pneuioù toullet, gwerennoù drailhet, Orange Mekanik e Pleder (35)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky