Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Dalc’het e oa bet lid-sinañ live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Binig-Staol (Bro-Oueloù) d’ar 1añ a viz Ebrel. Sinet eo bet ar garta gant Paul Chauvin, Maer Binig-Staol, hag Amélie Brard, kargadez diorren an OPAB, dirak tud eus ar gumun hag ar skolidi eus an hentad divyezhek. Diorren ar c’helenn divyezhek a zo unan eus ar palioù da lakaat e plas a-benn 3 bloaz, goude bezañ digoret ur c’hlas divyezhek e skol ar Ged e 2021.

Crédit photo :  Ofis ar brezhoneg
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »”

  1. Raymond Neveu dit :

    C’hoazh leun va c’henou!!! Ne wellan ket Mollac ar c’hlazik Plèrmel! Sur e gwechal kozh e vezer komzet Brezhoneg e Binik, en amzer gwechall kozh…! Evel hag e lavar paotrigou goude ar sinadur deomp da zebriñ un tamm!

  2. Raymond Neveu dit :

    Je déplore que d’autres ne donnent pas leur avis car même en français ce serait intéressant de savoir ce que d’autres non brittophones pensent…

  3. T. Gwilhmod dit :

    Da R. Neveu
    Kavout a ran mat-tre labour an OPAB. Gant digresk ar skorennoù (B4 da skouer) avat, n’ouzer ket ma c’hello derc’hel. An dra-se ne dalv ket e vijen a-du pa reont bruderezh evit « Gwirioù ar merc’hed » (lazhañ babiged e kof o mammoù) pe an horoskop. N’on ket a-du ha trist on, ha pediñ a ran evito, yun ha pinijenn a ran, memes, met gwir eo ez eus ar gwir da embann seurt traoù, daoust pegen fall int hervez gwirionez kelennadurezh an Iliz bet savet gant Jezuz-Krist. En amzer mañ n’eus mui ar mad hag an droug, sed aze gwrizienn ar wokelouriezh diwar ar geñverelouriezh. Diwar-se emañ e vo lakaet deiz pe zeiz ar broadoù e mar : da betra ur vroad ma n’eo ket kanañ en hon doare-ni meuleudi da Zoue, ha ma n’eus Doue ebet, aner eo pep tra, pa soñjer. Devezh mat deoc’h.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.