Un eil lise en euskareg dre soubidigezh a-benn 2027 ?

En eur hiziv ez eus ul lise en euskareg dre soubidigezh en Norzh : al lise Bernat Etxepare an hini eo, e Baiona. Ul lise Seaska eo evel just.

Hogen, tost leun eo hemañ. Muioc’h eget 500 lisead a zo skoliataet ennañ (evit un hanter-zepartamant !) ha darn anezhe a zeu eus pell hag n’hallont ket distreiñ d’ar gêr bemnoz.

Abaoe pell emañ Seaska o prederiañ war sevel un eil lise. Met pelec’h ? 5 kumun a oa war ar renk : Cambo, Itxassou, Saint-Palais, Urrugne hag Ustaritz. A-benn ar fin ha diwar meur a abeg eo bet choazet kumun Saint-Palais, e Naffaroa-Izel evit staliañ al lise nevez. E reter Ipparalde emañ Saint-Palais ha se a gontas kalz er choaz-mañ. Mod-se e vo moaien kaout muioc’h a vugale o tont eus proviñs ar Soule da skouer.

Evit poent ez eus 33 ikastola, pemp skolaj hag ul lise Seaska e Bro-Euskadi an norzh. 13% eus ar skolidi kentañ derez a zo skoliataet en Ikastola, met evit a sell ouzh al liseidi n’eo ket memes kont kar n’eus ket nemet 6% anezhe a zo skoliataet en ul lise en euskareg.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

Bro-Spagn : reuz diwar-benn ar yezhoù a vo komzet da « Guzuliadeg ar Brezidanted »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

E Bro-Euskadi, un dastumadeg levrioù gouestlet d’ar rannyezhoù euskarek

Découvrir l'article

Immigration, International

Pays Basque : pour le nouveau président du PNV, « son successeur pourrait bien s’appeler Hasan »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : Daou emsaver evit an euskareg dirak al lez-varn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Navarre : d’an 10 a viz mae e vo dalc’het ar pontoù evit an euskareg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Histoire, International, Société

La Sorbonne va enseigner le basque, le catalan et le galicien

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Euskadi : ur steuñv evit kas war-raok an euskareg e Iruñea-Pampelune

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Euskadi : un abertzale dilennet en Norzh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky