
Bourdel : aloubet eo bet ar rektordi gant emsaverien an euskareg
“Azterketak Euskaraz”, setu anv ar strollegezh he doa aloubet rektordi Bourdel dimerc’her evit arc’hiñ e c’hellfe al liseidi tremen ar bak en euskareg. Abaoe pell e reklem emsaverien an euskareg e vefe cheñchet al lezenn war ar yezh pe yezhoù aotret er bacho. En aner betek-henn. Dimerc’her e oant ur 25 bennak o tegouezhout er rektordi kerkent ha digoret an