N’eo ket sur e c’hello Sandrine Rousseau bezañ en he leve e Dineol gant an trouz a zo bet graet diwar he c’hoant a brenañ un ti. Met kavout a raio un ti all en ul lec’h all. Ha sur ! Rak atav e vo ur Breizhad bennak evit gwerzhañ dezhi e di familh.
E Bro gKorsika hag e Bro-Euskadi e vez graet hu ouzh piv bennak a werzh e di pe e dachenn, ker-ruz meur a wezh, da Barizianed. E Bro-Euskadi eo al labourerien-douar a zo e penn ar stourm, memes. Ur sindikad broadelour euskarad a zo hag e aozont manifestadegoù pa ouzont e vo gwerzhet ti-mañ-ti pe tachenn-mañ-tachenn d’ur Parizian pe ur Bourdelad bennak. Sakr eo douar Euskadi evito. Sakr ha prizius evit al labour douar !
Met e Breizh ? Piv en deus gwerzhet pennoù-ti gourenez Rewiz pe Lokmaria-Kaer d’an ajañs Beneat Chauvel ? Piv en deus gwerzhet ti mamm-gozh d’ar Saozon e Bro-Dreger pe e Kreiz Breizh 20 vloaz zo ? Piv a feurm o ranndi da labourien estrañjour an « agro » e bro Rostrenn ?
N’eus ket a « spered broadel » e Breizh pa vez anv da werzhañ tiez pe tachennoù. « Breizh n’eo ket da werzhañ » a lenner war pontoù zo amañ hag ahont. Me ‘gomz deoc’h ! Breizh a vez atav da werzhañ. Da forzh peseurt abostol gantañ ur yalc’had aour ha gant ar Vretoned o-unan !
Gant noblañsoù zo eo bet gwerzhet Breizh d’ar C’hallaoued da vare François II, tad Ana Vreizh. Hag e kendalc’homp gant an hent-se. Betek ma vo aloubet Breizh da vat.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Piv a werzho un ti da Sandrine Rousseau ?”
Un dra zo diaesoc’h da cheñch, avat : an anvioù-lec’h. Kaer o deus hon dibourc’hañ eus hor madoù, e chom merket hon douaroù gant anvioù hor sent.
N’eo ket hepken an anvioù e TRE PLOU LANN… met ivez ar c’harterioù o deus pep a chapel, feunteun, kroaz. Hag ivez ar re gouestlet d’an Dreinded santel, d’ar Werc’hez, d’an Aotrou Krist zoken…
Da heul an Aotrou Perrot en deus skrivet se en un tu bennak, ha se a glot tre gant ar feiz kristen, ni n’omp nemet tud o tremen a benn ar fin… war an douar-mañ santelaet gant hor sent hag hon hendadoù. Dezho eo Breizh, ha ni ne reomp nemet feurmiñ anezhañ diganto.