Koukoug, setu ar filip !
E Kemper zo bet kondaonet un den evit bezañ dispaket e stal dirak meur a verc’h e Kemper hag Eliant. Seizh gwezh en holl e miz even. Hag o c’hoari gant e vazh-noilh e oa ouzhpenn-se ! Nepell eus ar Cinéville e c’hoarvezas an traoù, d’an 12 a viz even, tro 7e30 mintin. Ar paotr a oa o pourmen, ar bragoù diskennet, o skuilhañ e natur dirak tout an dud. Savet zo bet klemm gant merc’hed o doa kejet outañ.
Ha, war un dro, eo bet kondaonet evit daou argad revel e miz even e Kemper ma pitouchas div blac’h yaouank dirak stalioù. Kement hag ober !
A-raok, e miz meurzh, en doa kunujennet archerien, hag evel just, ar c’hunujennoù a oa atav war ar memes « tem ».
E miz du 2024 en doa graet ar memes tra e Rosporden. Kunujennet ha stufet en doa war ur paour-kaezh kefiourez en ur gourmarc’had ha gourdrouzet anezhi. Ha d’an noz, goude al labour, e oa o c’hortoz anezhi war parkva ar gourmarc’had !
Eus Tahiti eo ar paotr anavazet mat gant ar justis (11 menneg war e roll lez-varn). Arruet eo e Frañs n’eus ket pell zo. Ur penn-boeson anezhañ.
Da 10 mizvezh toull-bac’h eo bet kondaonet a-benn ar fin (mui 8 mizvezh gant goursez). Ha graet e vo anezho evit gwir ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine